Salome merc'h Herodiadez

Ur pennad Salome zo ivez.
Friko Herodez, gant Lucas Cranach an Henañ.
Salome o tougen penn Yann ar Badezour war ur plad, livet gant Tizian.
Salome, gant Caravaggio. Palacio Real, Madrid.
Salome, gant Charles-Edmond Daux
Salome o tañsal dañs ar seizh gouel, gant Franz von Stuck, 1906

Salome (Σαλώμη / Salōmē, e gregach), a-wechoù Salome II, ganet war-dro -14 ha marvet etre 62 ha 71), a oa ur briñsez yuzev eus ar Iañ kantved.

Merc'h e oa da Herodez Filipos Iañ ha da Herodiadez. Div wech e timezas.

Da gentañ d'hec'h eontr, Herodez Filipos II, a oa hantervreur d'he zad. Da eil da Aristobule de Chalcis, roue Armenia Minor.

Merc'h-kaer e oa da Herodez Antipas[1]. Dañset brav he devoa dirak lez ar roue, he leztad Herodez Antipas, ken en doa prometet ar roue reiñ dezhi pezh a gare. Evit ober plijadur d'he mamm e c'houlennas ma voe degaset penn Yann ar Badezour war ur plad. Oscar Wilde an hini a ra "dans ar seizh gouel" eus an dañs-se.

  1. Mireille Hadas-Lebel, « Généalogie des Hérodiens », e-barzh Rome, la Judée et les Juifs, éd. Picard, 2009, p. 44.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy